Mont d’an endalc’had

Ac'hilleüs

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Akilleüs)
Ac'hilleüs
tudenn mitologel gresian
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Anv-bihanQ4072954 Kemmañ
LesanvPyrrha Kemmañ
Deiziad ganedigezhtalvoud ebet Kemmañ
Deiziad ar marvtalvoud ebet Kemmañ
Lec'h ar marvTroia Kemmañ
Killed byParis Kemmañ
Lec'h douaridigezhAchilleion Kemmañ
TadPeleüs Kemmañ
MammThetis Kemmañ
PriedDeidamia, Elena Troia Kemmañ
Kompagnun(ez)Patrokles, Diomede, Penthesilea, Briseis, Elena Troia Kemmañ
BugelEuphorion, Neoptolemos Kemmañ
Kargking of Myrmidons Kemmañ
RelijionRelijion er gevredigezh hellazek Kemmañ
Azeulet gantMitologiezh Henc'hres Kemmañ
BrezelBrezel Troia Kemmañ
Present in workIlias, Divina Commedia, Hades Kemmañ
Deskrivet dreStatue of Achilles, Lamia, Wounded Achilles (plaster), Wounded Achilles (marble), Achilles ambushing Troilus, Cratere a volute con Achille e Fenice Kemmañ
Narrative rolemain character Kemmañ
EnebourHektor Kemmañ
Thetis o reiñ d’he mab Ac'hilleüs an armoù goveliet gant Hefaistos. Lodenn eus klinkadur un hidria attikat he zresadennoù du, 575-550 ktJK. Mirdi al Louvre

Ac'hilleüs (henc’hresianeg : Ἀχιλλεύς Akhilleús) zo unan eus an harozed vojennel pennañ en devefe kemeret perzh e Brezel Troia. Kontet eo e emzalc’h leun a fulor a-hed meurgan an Ilias savet gant Homeros.

Achilleüs eo an anv a lenner e henc'hresianeg koshañ, hini Mykenai, war an tablezennoù anvet Γραμμική Β grammiki V deiziadet 1450-1200 ktJK. Paot e voe anv anv Ἀχιλ Ac'hil goude ar VIIvet kantved ktJK[1]. Ar stumm benel Ἀχιλλεία Ac'hilleia a gaver en Attika er IVvet kantved ktJK[2] ; ur glezeataerez anvet Ac'hilleia zo diskouezet o stourm un "amazonenn" war ur maen-koun e Halikarnassos.

Den ne oar resis petra eo ster an anv Ac'hilleüs. Kinniget ez eus bet e rannañ etre ἄχος ác'hos, "poan", "glac'har"[3] ha λαός laós, "pobl", a rofe *Akhí-lāu̯os, "an den a ro poan d'ar bobl" pe "den e bobl er boan"[4],[5],[6] Poan ha glac'har ar bobl zo un dodenn a gaver alies en Ilias, ha ken alies all e genoù Ac'hilleüs e-unan, ar pezh a zo enep ar skeudenn anezhañ a vez skignet : hini un haroz leun a glod (κλέος kléos) er brezel.

Pelloc'h ez eo bet desteriet λαός laós gant G. Nagy evel "un unvez milourien"[6]. Bezet pe vezet, ur ster doubl zo da *Akhí-lāu̯os en Ilias : d'an enebourien e ro Ac'hilleüs poan pa c'hounez, ha d'e dud pa goll, kement-se en abeg d'e demz-spered feuls — ul lodenn eus an Ilias zo a-zivout emzalc'h fall ar renerien pa vezont broudet gant ar fulor.

Lod enklaskerien e kav dezho ez eo Ac'hilleüs un anv a zo bet amprestet, marteze digant ur yezh e oa anezhi kent an henc'hresianeg[7]. Peogwir ez eo Ac'hilleüs mab d'un nereidenn hag ez eo kar e anv da hini ar stêr Ac'heron ha da Ἀχελώϊος Ac'helôios, anv doue ar stêr heñvelanvet, e soñj da ouezeien all ez eo an anv hini un doue kozh ar stêrioù[8]

Anvioù all
  • Pyrisous, "saveteet diouzh an tan", e anv kentañ, peogwir e vefe bet devet darnoù marvel e gorf gant e vamm.
  • Ligyron, "klemmicher", e anv kentañ ivez[9].
  • Aeacides, diwar hini e dad-kozh Aiakos.
  • Aemonius, diwar Aemonia, ur vro hag a voe anvet Θεσσαλία Thessalia diwezhatoc'h.
  • Aspetos, "disheñvel" pe "ec'hon", e anv en Ἤπειρος Ḗpeiros.
  • Larissaeus, diwar ἡ Κρεμαστὴ Λάρισα i Kremastí Lárisa, ur ger e Thessalia.
  • Nereius, diwar e vamm, a oa un nereidenn.
  • Pelides, diwar e dad Peleüs.
  • Phthius, diwar lec'h e c'hanedigezh, Phthia.
  • Podarkes, "difenner dre e droad", "prim e droad", diwar ar verb ἀρκέω arkéo, "difenn".
Thetis o soubañ he mab Ac'hilleüs er stêr Styks. Pieter Pauwel Rubens, ~1625
Peleüs o fiziout Ac'hilleüs e C'hiron. Lekitos he speurenn wenn, ~500 ktJK. Mirdi broadel henoniezh Aten

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Mab Peleüs, roue Fthia e Thessalia, ha d'an nereidenn Thetis eo Ac'hilleüs. Mennet e oa e vamm d'e lakaat da zivarvel, hogen meur a zoare d'ober zo bet kontet.

  • Hervez er barzh Lykofron (Λυκόφρων ; 320-280 ktJK), Thetis he doa bet seizh mab gant Peleüs, ha taolet he doa c'hwec'h anezhe en tan, abalamour ma ne oant ket divarvel ha dre chif abalamour d’he eured ret gant Peleüs. Displeger Homeros a zisklêr kentoc’h e lakae anezhe en tan evit ma vefe devet gantañ lodenn varvel ar vugale[10]. Hervez ar barzh bizantat Ioannes Tzetzes (Ἰωάννης Τζέτζης, ~1110 – ~1180) e frotas Thetis he mab gant ambrosia hag en e sankas e-kreiz an tan diouzh noz.
  • Peurliesañ avat e konter e soubas Thetis he mab e dour ar Styks, stêr an Ifernioù gresian, en ur e zerc'hel diwar-bouez seul e droad. Dont a reas da vezañ dic’hloazus a-drugarez d'ar gouronkadenn-se, war-bouez ar seul a oa bet dalc'het gant e vamm. Koulskoude, netra en Ilias ne laka da zoñjal ne c'hall ket Ac'hilleüs bezañ gloazet. En Heuliad Homeros savet gant Kointos Smyrnaeos e voe gloazet Ac'hilleüs gant ar priñs etiopian Memnon[11].

Digant Foiniks (Φοῖνιξ), mab ar roue Amyntor (Ἀμύντορ), e teskas Ac'hilleüs arz an helavarouriezh hag an embreger armoù. Bet en doe kentelioù mezegiezh digant an den-marc'h C'heiron, a vouetas anezhañ diwar stripoù loened evit reiñ dezhañ o nerzh ha diwar mel evit an douster.

E vamm a ziouganas da Ac'hilleüs en doa da zibab etre ur vuhez verr hogen leun a glod ha ur vuhez hir hogen diglod ; evel an haroz iwerzhonat Cú Chulainn e respontas ar mab e kave gwelloc'h an hini gentañ.

Pa ne oa ken 9 bloaz e tiouganas an urisin Kalc'has ne c'hallfe ket ar C'hresianed tremen hep Ac'hilleüs da gaout an trec'h abalamour d'e gened, d'e galon ha da warez Hera hag Athena. Thetis, he doa aon e vefe lazhet he mab, e zic'hizas e maouez hag e guzhas e-touez merc'hed Lykomedes (Λυκομήδης), roue Skýros, kuit na vefe kavet gant ar vrezelourien ; Pyrrha, "plac'h he blev ruz-tan" a veze graet anezhañ eno. Met Deidamea (Δηϊδάμεια ), unan eus merc'hed ar roue, a gavas an touellerezh, hag Ac'hilleüs en devoe ur mab ganti ; Neoptolemos, ar mab-se, a voe lesanvet Pyrrhus hag a gemeras perzh ivez e Brezel Troia.

A-hervez e voe rediet Ac'hilleüs da vont gant ar C'hresianed da Vrezel Troia a-drugarez d'ur finesa kavet gant Odysseüs : dic'hizet e marc'hadour, roue Itaka a ginigas da verc'hed Lykomedes sellet ouzh gwiadoù hag ouzh armoù prizius. Ac'hilleüs a voe anavezet abalamour ma oa-eñ an den nemetañ a glaskas embreger an armoù. War ar c'hontrol, hervez Homeros (Ilias, IX, 439) e voe kaset Ac'hilleüs gant Peleüs war-eeun, gant e Virmidoned.

C'hoantaus da c'hounit klod ha da gas kurioù da bennvat, Ac'hilleüs a heulias, a-gevret gant e vignon Patrokles, an daou haroz gresian Odysseüs ha Nestor da gemer perzh e seziz Troia. Hervez Pseudo-Apollodoros e oa Ac'hilleüs 15 vloaz e deroù ar brezel, ar pezh a ra anezhañ unan eus ar vrezelourien akean yaouankañ.

Brezel Troia

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Degouezhet e Troia, hag ur wezh an Droianed kuzhet a-dreñv o mogerioù, Ac'hilleüs a glaskas mirout oute a bourchas bevañs. E penn e lestraz e tagas hag e faezhas unnek keoded en Azia-Vihanañ. E-kerzh an dekvet bloavezh seziz, pa voe bet kemeret Thebai, e voe roet Briseis dezhañ evel e lodenn eus ar preizh, tra man eas C'hryseis (Χρυσηΐς) merc'h C'hryses (Χρύσης) gant Agamemnon.

D'ar c'houlz-se e teraou danevell an Ilias. Skoet eo kamp an Akeaned gant ur vosenn ha Kalc'has, atizet gant Ac'hilleüs, a zisklêr ez eo kastizet an Akeaned gant Apollon abalamour m'en doa nac'het Agamemnon ouzh e veleg, C'hryses, rentañ dezhañ e verc'h C'hryseis. Rediet da blegañ ha da zieubiñ e sklavez, Agamemnon a savas droug ennañ hag a c'houlennas un digoll. N'edo ket Ac'hilleüs a-du gantañ ha neuze e tivizas Agamemnon kemer Briseis evit e vezhekaat. Droug ennañ, Ac'hilleüs en em dennas dindan e deltenn hag a douas war bazh-roue Agamemnon, ur prof a-berzh Zeus, ne zistrofe ket d'an emgann ken na vefe renket ar gaou a oa bet graet outañ. Aspediñ a reas e vamm da c'houlenn digant Zeus reiñ an tu-gounit d'an Droianed keit ha ma ne zistrofe ket war an dachenn-emgann. Ha Zeus ha reiñ e c'hoant dezhañ. Setu a zo danevellet berr-ha-berr e gwerzennoù kentañ an Ilias :

μηνιν άειδε θεὰ Πηληιάδεω Αχιληος
ουλομένην, ὴ μυρί' Αχαιοις άλγε' έθηκε,
πολλὰς δ' ιφθίμους ψυχὰς ́Αιδι προίαψεν
ηρώων, αυτοὺς δὲ ελώρια τευχε κύνεσσιν
οιωνοισί τε πασι, Διὸς δ' ετελείετο βουλή,

Kan, a zoueez, fulor ar Pelead Ac'hilleüs,
Brouez marvus a zegasas poanioù diniver d'an Akeaned,
hag a reas diskenn da di Hades kement a eneoù kalonek
a harozed a voe roet o c'horfoù d'ar chas da zrailhañ
ha d'an evned diniver : evel-se e oa sevenet youl Zeus,

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. (en) Ἀχιλ @ The Packard Humanities Institute. Kavet : 04 C'hwe 25.
  2. (en) Ἀχιλλεία @ The Packard Humanities Institute. Kavet : 04 C'hwe 25.
  3. (en) Liddell, Henry George & Scott, Robert. Ἀχιλλεύς @ An Intermediate Greek-English Lexicon. Kavet : 04 C'hwe 25.
  4. (en) Achilles @ Online Etymology Dictionary. Kavet : 04 C'hwe 25.
  5. (en) Palmer, Leonard R.. The Interpretation of Mycenaean Greek Texts. Oxford : Oxford University Press, p. 79 (ISBN 978-0-19-813144-1)
  6. 6,0 ha6,1 (en) Nagy, Gregory. The Name of Achilles @ Center for Hellenic Studies. Kavet : 04 C'hwe 25.
  7. (en) Sigel, D. & Ley, A. & Bleckmann, B. (2006). Achilleus. In : Der Neue Pauly Online. Brill. https://doi.org/10.1163/1574-9347_dnp_e102220.
  8. (en) Beekes, Robert. Etymological Dictionary of Greek. Leiden : Brill, 2016, pp. 183 sqq. (ISBN 978-90-04-32186-1)
  9. (en) Smith, William. A Dictionary of Greek and Roman biography and mythology. Ligyron @ Perseus Digital Library. Kavet : 04 C'hwe 25.
  10. Ur vojenn damheñvel a gonter diwar-benn Isis e vitologiezh Henegipt ha diwar-benn Demofon (Δημοφόων), mab Keleos (Κελεός), roue Elefsina.
  11. (fr) Kointos Smyrnos. Posthomerica, Kan II, §32. Kavet : 04 C'hwe 25.