Mont d’an endalc’had

Den-Marc'h (steredeg)

Eus Wikipedia
An Den-Marc'h

An Den-Marc'h (Centaurus, berraet e Cen) zo ur steredeg en hantervoul su.

Steredennoù heverkañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Alpha Centauri (α Centauri, α Cen, Alpha Cen) zo ur c'hoskoriad 3 sterenn o kelc'htreiñ an eil re tro-dro d'ar re all : Rigi Kentaurus (α Centauri A), Toliman (α Centauri B) ha Proxima Centauri (α Centauri C).
Ken tost eo α Cen A hag α Cen B an eil d'heben ma hañvalont bout 1 sterenn hepken pa seller outo, an hini skedusañ en oabl goude Sirius (α Canis Majoris, er C'hi Bras) ha Canopus (α Carinae er Garenn).
Proxima Centauri ne c'heller ket gwelet gant an daoulagad hepken hogen ar steredenn dostañ d'an Douar eo, alese hec'h anv : kement hag "an hini dostañ" e talv al latin proxima.
  • Agena (β Centauri, β Cen, Beta Cen).
  • Omega Centauri (ω Centauri, ω Cen, Omega Cen).
Un druilhad boulek eo Omega Centauri e gwirionez, eleze ur c'hant mil sterenn bennak bodet en ur voul 20-100 bloavezh-gouloù he zreuzkiz. NGC 5139 eo hec'h anv evel korf-egor[1]

Korfoù-egor

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Korfoù-egor zo e steredeg an Den-Marc'h.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.